Keleier ar vro d'ar Meurzh 23 a viz Mezheven 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Yaser Al Rayyes, ur palestinad yaouank a Gaza, en deus kavet repu en ur familh a Konk-Kerne pa oa kroget ar brezel.
Met chomet e oa e familh dezhon àr e lec'h, a glaske treuzvevañ edan ar bombezennoù israelian. Ur c'homite skoazell a oa bet savet neuze e bro Gerne evit sikour Yaser ha klask bodañ ar familh e Frañs. Rak gloazet bras, klañv pe é c'houzañv an naonegezh e oa izili ar familh chomet e Gaza. N'eo ket deuet da-benn ar c'homite skoazell da gas ar familh betek Frañs c'hoazh, met doere mat a zo memestra : gallet o deus en em adkaouit e bro Egipt ar sizhun dremenet. Muioc'h a ditouroù get Anthony Le Crom ag ar c'homite skoazell.
Un atersadenn get Metig Jakez-Vargas.
Da glevet ivez er c'heleier:
-Tomm berv eo bet an amzer dec’h ha ne vo ket àr welaat hiriv.
-Dilezet en deus Keir Starmer e bost kentañ ministr Rouantelezh-Unanet.
-Ne vo ket digoret en-dro an enklask àr ar c’hlordecone.
-Distroet eo ar c’hinnig lezenn àr an eutanaziezh evit an deirvet gwezh er vodadenn vroadel.
-Afer Lyhanna : Un enselladenn a vinistrerezh ar justis he deus diskouezhet farioù haniennel 3 den.
-Sport:
Kib ar bed melldroad ar baotred : Frañs-Irak : 3-0, Norvej-Senegal : 3-2, Aljeri-Jodania: 2-1